Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/262

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

250
AR MARVAILLER BREZOUNEK

hag eunn nozvez da dreman e kampr ar prins iaouank. C’hoarvezout a eure gant-hi evel ma voa c’hoarvezet enn nozvez kanta, nemet ar mevell a gouske er gampr tosta, a glevaz hou-ma oc’h ober he c’hlemmou, hag antronoz e lavaraz d’he vestr : Me ne c’hwienn ket, eme-z-han, e voac’h bet dindan kroc’henn eul loen. — Piou en deuz lavaret ann dra-ze d’id-te, eme ar prins ? — Eur plac’h iaouank a zo bet aze, enn ho kampr, o tremen ann noz-ma hag ann noz all a-raok ; hi eo a lavar e deuz tennet ac’hanoc’h a boan, e deuz uzet daou re voutou houarn hag eur re voutou dir, oc’h ho klask dre gement bro a zo, hag e deuz didachet ive eur roched d’e-hoc’h a voa enn-hi tri vanne goad.

Ha penaoz, eme ar prins, eo deut ama ? — Gwerzet e devoa deac’h d’ar brinsez eur c’hillek aour evit nao mil skoed, hag oc’h-penn eunn nozvez da dremen enn ho kambr. Klemmet e deuz ouz-hoc’h e-pad ann noz kenta-ze. C’houi a-vad ne glavac’h ket anezhi, o veza ma ho poa efet gwin-kousket en devoa roet d’e-hoc’h ho tad kaer, mar bez. Enn noz-ma diveza eo bet adarre, o veza ma e devoa gwerzet d’ar brinsez eur iar arc’hant, ha n’ho peuz ket klevet muioc’h anezhi eget n’ho poa neizur. Me a-vad em beuz klevet anezhi ; eunn truez e voa.

— Tao war gement-se, eme ar prins d’he vevell, ha mir na ve da c’henou a zigorfe da lavaret ger. Va zad-kaer, mar bez, evel a leverez, eo a ziskarg