Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/268

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

256
AR MARVAILLER BREZOUNEK

da lavaret : — Pa’z eo ann dervez-ma evid-oun, me a garfe goulenn eur gelenn digant va zad-kaer, ama dirak ann holl. Lavarit d’in, prins, eme-z-han, petra rafac’h ma vec’h em leac’h-me ; sada diwar-benn petra eo. Gouzout a ra ann holl ama ez ounn bet sklaf e-pad pell amzer. Enn amzer ma voann eat d’ar vro fall-ze, em boa eur c’houfr war alc’houez, eur c’houfr e voa hen-nez euz ar re gaera. Digwezout a reaz d’in koll ann alc’houez ; petra rejounn ’ta pa zistrojounn d’ar gear ? Lakaat ober eunn alc’houez nevez, ha pa voe digaset d’in, a-raok lakaat anezhan er potaill, setu ma kavjounn va alc’houez koz. Brema e c’houlennann petra da ober, pe derc’hel va alc’houez koz ha leuskel ann hini nevez, pa ne c’houzounn ket c’hoaz hag ez eo mad he-man pe fall ?

— Pa n’ho peuz ket gwelet c’hoaz petra eo ann hini nevez, pe mad pe fall, eme ann tad-kaer, gwella tra ho peuz da ober, mar kredit ac’hanoun, eo lakaat ann hini nevez enn tu-bennag, hag en em zervicha, evel a-raok, euz ann hini koz. — Ia, ia, eme eunn arc’heskop a voa eno ; ar gwella da ober eo ann dra-ze.

— Ho trugarekaat a rann euz hoc’h ali, eme ar prins iaouank. N’em beuz ket perc’hennet ho merc’h c’hoaz ; hi eo a zo ann alc’houez nevez. Hag enn eur zigas plac’h ar ier er zal, e lavaraz : — Setu ama ann alc’houez koz am beuz kavet ; hi eo a zo va grek kenta, hag hi eo a dleann da zerc’hel ; hag he derc’hel a rinn. Brema eta, prins, dalc’hit