zo eur c’hleze gant-han, ba ne vezo ket pell evit ranna he lod da bep-hini ac’hanoc’h. — Gwir a lavar ar verienenn, eme al leon. — Hag he-man dioc’h-tu ha mont da gaout Ivon, ha lavaret d’ezhan dont gant-han da ober ho lod d’ezho. Ivon, pedet brao gant al leon, ne c’hellaz ket lavaret nann. Mont a reaz dioc’h-tu, ha pa en em gavaz, e welaz eno leoned, tigred, louparded, bleizi. merienn ha brini zo-ken. — Ac’hanta, eme Ivon krog enn he gleze, list ac’hanoun da dostaat, evit ma welinn ha me a vezo evit ranna hoc’h ejenn etre-z-hoc’h. Klevit gan-en ; gwella ma c’hellinn e rinn, hag arabad e vezo klemm, rak evid-oun-me n’am euz ezomm euz a damm e-bed.
Neuze Ivon a stag gant ar penn, hag hen distag dioc’h ar c’horf e daou pe dri daol kleze. Pa en devoe trouc’het anezhan, her roaz d’ar merienn da lipat pe da grignat. Goude e roaz ann divorzed d’al leon ; ann divesker a-raok d’ann tigred, ann diou gostezenn d’ar bleizi, d’ann ourzed ha d’ar re all, hag ar bouzellou d’ar brini ; ma oe ar baotred laouen boll, pep-bini gant he lod. — Breman, eme Ivon, me ia da gousket ; kenavezo !
Edo o vont da brenna he zaoulagad, pa glev trouz adarre o sevel, hag al leon o krial gwasoc’h eget biskoaz oc’h ar verienenn. — Lez ac’hanoun, eme-z-han, pe lavar d’in petra ec’h euz c’hoant da gaout. — Petra am euz c’hoant, eme ar verienenn, netra e-bed nemet e kav d’in ez oc’h holl