Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/278

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

266
AR MARVAILLER BREZOUNEK

loened digaloun, ha te dreist-holl ; rak evit ar pez en deuz great Ivon d’e hoc’h, hini ac’hanoc’h, na te kennebeud. n’hoc’h euz roet netra e-bed d’ez­han, na lavaret zo-ken bennoz Doue. C’houi ne ouzoc’h ket petra eo beva. Kaout a ra d’in kouls­koude e vije bet mad d’e-hoc’h rei d’ezhan eunn dra pe eunn dra all, dioc’h galloud pep-hini ac’hanoc’h. Oto ! korfata ne glaskit ken, ha n’eo ket heb abek ez oc’h aliez tamallet gant ann dud ; n’oc’h tamm gwelloc’h evit-ho.

— Mad ! mad ! lez da c’hlabouz, eme al leon ! ma ne d-eo nemet ann dra-ze eo a zo ezomm da ober, n’eo ket diez. — Hag al leon dioc’h-tu ha gervel ar re all enn-dro d’ezhan, hag ac’ha­no da glask Ivon adarre. Pa oent deut, al leon a lavaraz : — Bremaik, paotr, oud bet ama o ranna ar c’haign-man etre-z-omp, ha rannet mad eo bet gan-ez, rak hini ac’hanomp n’en deuz kavet netra e-bed da glemm. Breman eta ez eo leal, a gav d’in, es pe digan-e-omp eunn dra-bennag evit da c’hobr. — Roit ar pez a gerrot, eme Ivon, ar pez a vezo e vezo, ne rann forz petra. — Setu ar pez a roann-me d’id, eme al leon. Keit ha ma vezi beo, p’as pezo ezomm, lavar : — Ra vezinn-me leon ; hag e vezi rak-tal eul leon c’houeac’h gwe­ach brasoc’h, krevoc’h ha galloudusoc’h evit na d-ounn-me.

War-lerc’h al leon, ar re all a lavaraz ive da Ivon e c’hellje, pa garche, dont tigr, loupard, bleiz, ourz, louarn, c’houeac’h gweach brasoc’h, krevoc’h