Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

16
AR MARVAILLER BREZOUNEK

han. Me zo roue e Breiz ha va map a vezo ivez war va lerc′h.

Ann tiek koz a lavaraz ne virche ket oc′h he verc′h da zimizi gant ann hini a garche. War ge­ment-se e raio dioc′h he mennoz, ha nemet e vezo euruz gant he fried, n′euz forz pe map tiek, pe map roue. Evelato gortozit eur pennad, eme-z­-han, va merc′h ne zaleo ket d′en em gavout.

N′oa ket he c′her peur-lavaret gant ann tiek koz, ma tigoraz ann or ha ma welaz ar roue n′oa ket gaou en doa klevet gant he vap. Souezet-meurbed e oe dirak kemend all a c′hened ha biskoaz, hag hen koz, n′en doa gwelet merc′h e-bed a vije, na tost zo-ken, ker kaer hag ar plac′h iaouank-man.

Dioc′h-tu ar roue, hep klask troidell e-bed d′he gomzou, a lavaraz d′ezhi : — Va merc′h, ha falve­zout a rafe d′e-hoc′h dimizi gant va map, ann den iaouank oc′h bet, brema ez euz eur pennad, o lakaat war he hent.

Ar plac′hik koant, pa glevaz ar c′homzou-ze hag ez oa ar roue he-unan oa, a rusiaz evel eur c′hla­ouenn dan hep lavaret ger ; ne wie e pe leac′h mont nag e pe du trei, pa c′houlennaz neuze he zad out-hi ha bez′ e vije evit karet map ar roue ?

— Ia, mar d-eo fur ha desket evel m′oar-vad ez eo, eme ar verc′h.

— Neuze, eme ann tiek, ez oud a-vrema pried feal d′ezhan, endra vezo buez enn da galoun.­ — Ia, va zad, eme ar verc′h.