ha galloudusoc’h evit na oa pep-hini anezho. Goude al loened-ze e teuaz roue ar merienn, hag a lavaraz : — Me, eme-z-han, a roio d’id, Ivon, dishevel dioc’h ar re all, rak marteze e vezo mad d’id ivez beza bihan-bihan, dioc’h a c’hellfe c’hoarvezout gan-ez. Mad ! kleo : Pa giri, e vezi eur verienenn c’houeac’h gweach mistroc’h ha lijeroc’h evit pep hini ac’hanomp-ni. Ar brini ivez d’ho zro a lavaraz da Ivon e roent d’ezhan ar galloud da zont, pa garche, e bran, ha da nijal c’houeac’h gweach buanoc’h evit ann holl laboused a nij etre ann env hag ann douar.
Setu ma oe Ivon laouen oc’h ho c’hlevet ; ha piou ne vije ket bet enn he leac’h ? Ma lavaraz he-man out-han he-unan : — Mar d-eo gwir em euz me bet kemend all a c’halloud digant ar re-man, me a vezo eur paotr ac’hanoun abarz nemeur. Setu neuze hag Ivon ober eur vorenn c’hoaz, rak ne oa ket deiz anezhi. Pa zavaz ann heol dioc’h ar mintin, Ivon a ioa dihun ha seder he lagad. Poent eo d’in mont ac’han, eme-z-han, ma welinn hag ez eo gwir ho deuz lavaret ar baotred vrao-ze d’in enn noz-man.
Sellet a ra enn-dro d’ezhan, hag o welet o tont war ann hent pemp pe c’houeac’h soudard, a ioa, m’oar-vad, oc’h he glask, Ivon a lavar : — Ra, vezinn-me leon c’houeac’h gweach brasoc’h evit ar brasa zo, c’houeac’h gweach krevoc’h ha galloudusoc’h evit ar c’hreva hag ar galloudusa.
Sada hag hen deut dioc’h-tu leon evel a lavare,