Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/282

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

270
AR MARVAILLER BREZOUNEK

ha mont a-benn-kaer dirak ar zoudarded. Ar re­-man, pa weljont anezhan, ne choumjont ket d’her gortoz ; skara a rejont ac’hano, ken a stoke ho zeuliou oud ho reor ; hag Ivon a iea atao gant he hent o c’hoarzin etre he zent leon, hag oc’h ober ann neuz da veza rok out-ho, dre ma tistroent da zellet out-han.

Pa en devoe kaset anezho war ho c’hiz eur pennad mad, e lavaraz : — Ra vezinn-me bran ; hag e oe dioc’h-tu, hag ez eaz enn eur red-nij da Naonet (eno edo he rejimant), ha diskenn dirak lez roue Breiz. — Ra vezinn-me den breman ; hag Ivon den o vont timad d’eunn hostaleri vraz a ioa eno dirak al lez, ha goulenn kaout eur gampr ; ma oe roet d’ezhan, ha petra ’ta ?

E-verr da noz, Ivon enn he gampr a ia da zellet dre ar prenestr oc’h maner ar roue, o klask gwe­let ar brinsez iaouank a anaveze dioc’h he gwelet, hag en devoa c’hoant da gaout da bried. Ivon, klevit, ne zell ket breman oc’h ann dud euz he gen-dere ; eur brinsez eo a rank Ivon da gaout.

Ankounec’heat em euz lavaret ez oa he-man eur paotr brao ba kempenn, hag e-pad ma oa bet sou­dard, pa veze oc’h ober gward el lez, nousped gweach, en devoa gwelet ar brinsez iaouank o sellet out-han a gorn. Ann dra-man en doa digaset da zonj da Ivon aliez ez oa marteze karet gant ar brinsez iaouank-flamm-ze. Ha marteze ez oa karet ; piou a oar, nemet Doue, petra dremen e