Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/286

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

274
AR MARVAILLER BREZOUNEK

da guzet, emichans. — Ma oe furchet ha difurchet ar gampr ; ne choumaz koign na leac’h na oe gwelet petra a oa enn-ho, ha kaer a oe klask, den ne oe kavet. Ma rankaz ann holl mont kuit neuze hag ar roue ivez o lavaret d’he verc’h : — Alteri a rez ha brellet eo da zaoulagad, rak ne ouzoud ket petra ec’h euz gwelet. Aman ne d-euz den, hag hen kuit.

Kerkent ha ma oent eat er-meaz, Ivon a zo adarre e den, hag ar brinsez da grial gwasoc’h eget biskoaz. — Va merc’h a goll he fenn, eme ar roue o pignat a nevez gant ann diri buhana ma c’hell. Pa zeuaz er gampr, ar brinsez a lavaraz d’ezhan : — Klaskit mad, va zad, rak evel ma’z oc’h bet eat kuit, em euz gwelet anezhan adarre. — Hag ar roue da glask ha da furcha adarre. Tennet e oe ar gwele, furgutet e oe dindan-han, tennet e oe ar golc’hejou ha kemend a ioa ebarz, hep biskoaz kaout den. — Ivon euz he doull preon a zelle out-han enn eur c’hoarzin. — Ne dalv ket d’in klask, eme ar roue d’he verc’h, ha red eo ma ve eat da skiant vad digan-ez ; hiviziken, kaer as pezo krial, me ne zeuinn ken, rak diodez oud.

Setu ma’z eaz ar roue ac’hano adarre, drouk enn-han enn dro-man. Hag Ivon a zeu den adarre, hag a zav sounn dirak ar brinsez. Er veach-man ar brinsez ne griaz ket, goude sellet out-han, hag o welet ne oa ket ker spountuz ha ma kave d’ezhi, e c’houlennaz petra a glaske eno. — Arabad ho pe aoun ra-z-oun, eme Ivon, me ne fell ket