Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/288

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

276
AR MARVAILLER BREZOUNEK

d’in ober drouk e-bed d’e-hoc’h ; enn enep eo. Setu evit petra ounn deuet : Sonj hoc’h euz, m’oar-vad, euz ar zoudard iaouank a zellac’h out-han, breman ez euz eur miz, pe war-dro, pa veze e gward, d’ann traon ama, e-c’harz dor ho tad ? Ia da, eme-z-hi, sonj am euz. — Mad, eme Ivon ; me eo hen-nez, ha mar d-ounn deut ama d’ho kaout, ez eo evit lavaret d’e-hoc’h e karann ac’hanoc’h, pell a zo, hag e karfenn dimezi gan-e-hoc’h.

— Diez e vezo ann dre-ze d’e-hoc’h, eme ar brinsez ; evelato me a welo penaoz ober. — Hag o lavaret ann dra-ze, hou-man a zelle oc’h Ivon, hag o welet ez oa eur paotr lipet-brao, koant-hardiz zo-ken, e lavaraz d’ezhan : — Ne d-euz ket gwall-bell e teuaz ama euz a Vro C’hall eur prins iaouank evit dimezi gan-en. Daou zervez goude ma oa en em gavet, e kouezaz klanv hag e varvaz ; ha dre ma kare kalz ac’hanoun, e roaz d’in a-raok mervel, he baperiou, he zillad kaer ha kemend vad en devoa. Aze emaint er pres, ha me a roio anezho d’e-hoc’h, mar fell d’e-hoc’h, ha neuze warc’hoaz pe antronoz e teuot aman dindan hano ar prins a gerrot, hag o veza gwisket kaer, e c’houlennot digant va zad dimezi gen-en. Kredi a rann ho pezo ho koulenn. Sad’ ama ouspenn diou ialc’had aour hag arc’hant a roann d’e-hoc’h, evit ma c’hellot mont e pep leac’h he derc’hel ar renk huel ho pezo kemeret.

Ma oe Ivon laouen-meurbed o vont ac’hano