Ar roue, pa glevaz anezhi, a oe laouen holl hag a zistroaz buhan ac′hano da zigas ar c′helou d′he vap. He-man a oe pare hep dale, hag a-benn nemeur e oe great ann eured.
Ann holl beorien euz ar vro a oe pedet da vont da lez ar roue, hag a-raok ar fest, a badaz teir zizun hed-da-hed, e oent gwisket a-nevez flamm penn kil ha troad. Pep-hini anezho, enn eur zistrei goude d′ar gear, a lavare : — Ra vezo euruz merc′h-kaer ar roue, ra vezo euruz gant he fried hag he fried ivez !
Kalounek, map ar roue, a gare meurbed he bried iaouank ; evelato ne choumaz er gear gant-hi nemet eunn tri miz pe war-dro. Ar roue, he dad, dre ma′z oa re goz anezhan evit mont euz he rouantelez, a lekeaz he vap enn he leac′h e penn brezelerien ar vro evit mont a-enep ar Zaozon fall a ioa dilammet e Breiz. N′oa ket da zale ha mall oa stourm out-ho, rak ar brud a ioa e lazent hag e tevent dre ma′z eant. Rankout e oe ′ta d′ar prins iaouank mont dioc′h he garantez. A-raok kuitaat dioc′h ar gear, e lavaraz d′he vamm ha d'he dad lakaat evez ne c'hoarvezche