Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/300

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

288
AR MARVAILLER BREZOUNEK

han hiviziken da gemeret hini e-bed. — Mar grit, eme ann aotrou, e viot eunn den evel ne weler ket dre aman. — Gwelet e vezo warc’hoaz, eme Ivon, — Hag he-man antronoz ha mont ha kas ar zaout, dre eunn ode a ioa war ar mesiou, pella ma c’helle ho c’has. Goude beza ho c’haset evel-se, e tistroaz war he c’hiz hag e choumaz a-dreuz da zellet enn ode.

Ne oe ket pell ma welaz ar roufl o tibourcha dioc’h ar c’hoat hag o tont rag-eeun etrezek enn-han. — Bremaik, eme Ivon, me a welo pe seurt goaz oud. — Hag he-man neuze ha mont enn eul leon c’houeac’h gweach krevoc’h ha galloudusoc’h evit al leon kreva ha galloudusa, ha lammet raktal gant penn ar roufl ; ha setu eno eunn trouz o sevel gant ann daou-man oc’h en em ganna, ken a grene ann douar dindan-ho. Mevellien ann aotrou a ziredaz da welet, hag a oe ker spountet, ma tec’hjont ac’hano enn eur grial forz.

Al leon hag ar roufl a c’hoarie atao hag a ziskolpe a besiou tammou kik ha kroc’henn ann eil diwar egile. Ann douar a oa ruz gant ar goad, ar vein a fraille hag a vruzune dindan ho zreid, ar gwez tosta d’ezho a zic’hrisiennent, ha kaer en devoa ar roufl darc’hai gant he skilfou hag he ivinou kaletoc’h evit ann dir, freuzet e oe gant al leon, ha rankout d’ezhan ehana, ker feaz e oa. — Ehan keit ha ma kavi mad, eme al leon ; evid-oun-me a zo diskuiz a-walc’h, ha bremaik pa staginn gan-ez, me as lazo evel eur vuzugenn. — Mar