gellfenn-me, eme ar roufl, kaout eunn tamm kik ejenn da zibri hag he c’hoad da zuna, me a lakafe ac’hanoud-te ker munud hag ar brenn gwiniz. — Mar ec’h euz naoun, eme al leon, debr da groc’henn a zo a-ispill oc’h da gorf iskiz hag hudur ; ha mar ec’h euz sec’hed, lip da c’houliou hag ef da c’hoad a zifrunk anezho. Evid-oun-me, me n’am euz ken naoun nemet d’as tispenna-te, ha da zispenna a rinn gant va ivinou, evel dispenna stripou. Ehana ac’h euz goulennet, ehan eta bete warc’hoaz, ha kreva da gorf a-benn neuze, mar gellez, rak ma ne rez ket, ne ri ket divezatoc’h ken-nebeud, rak warc’hoaz ne weli ket ann heol o kuzet.
Setu neuze hag al leon ha kas al loened enn he raok d’ar gear, hep na oe bet debret hini anezho. Ann aotrou a wel ped a zo anezho, hag o kaout ez edont holl gwitibunan, e lavaraz da Ivon : — Ne d-euz ket kalz a dud evel-d-oud ; te a zo bet, am euz klevet, oc’h en em ganna oc’h ar roufl hag o lakaat anezhan feaz. — Ia da, eme lvon, en em ganna out-han am euz great hirio, ha warc’hoaz her lazinn ; Lezet em euz anezhan beo evit diskouez d’ezhan oc’h piou edo o c’hoari hag en deuz kavet he bar. Karet a rafenn e c’hellfe beza, a-benn warc’hoaz, ann hanter krevoc’h evit na d-oa hirio ; ha pa c’hellfe beza pare, ha teir gweach zo-ken krevoc’h, warc’hoaz e c’hellot dont da welet ac’hanoun o rei d’ezhan he lamm diveza. — Mad eo, eme ann aotrou a lakeaz digas d’he baotr saout