pell enn he bez. — Evit diverraat : euz ann tigr e teuaz eul loupard ; euz al loupard, eunn houc’h gouez ; euz ann houc’h gouez, eur bleiz ; euz ar bleiz, eul louarn, hag euz al louarn eur goulm a nijaz ac’hano ker buhan hag ann avel. Ivon neuze eat e bran ne oe ket pell evit tizout ar goulm ha plaouia war-n-ezhi, evel eur sparfel war eur pintik, he laza ha tenna anezhi ar vi ruz a ioa enn he c’hof hag a ioa ene ar C’horf heb ene.
Dioc’h-tu e tistro d’ann enezenn, hag e den e tastum ar vi hag ez a da gaout ann aotrou a ioa bet eat da zellet oc’h Ivon o c’hoari gant ar roufl. Oc’h-pernn ma oa souezet-braz ann aotrou-man o welet penaoz e c’helle Ivon dont da leon, da digr, da loupard, da houc’h gouez, da vleiz, da louarn, da vran, e oe souezetoc’h c’hoaz o welet e teue hep taol a-benn euz al loened all a ioa choumet eno, a stok ho c’horf ha toullgofet pep-hini anezho. — Eunn den oud, Ivon, eme ann aotrou, ha choum aman a rankfez gan-en. — Ne rinn ket, e feiz a-vad, eme he-man, rak mar d-ounn-me deut aman, ne d-eo ket enn distro euz a bep leac’h nag evit choum. Me am euz eur gefridi all da ober, ha ken na vezo great, ne chouminn ket. C’houi a-vad breman a c’hell beza didrouz hag e peoc’h, rak birviken ken ar roufl ne raio drouk e-bed d’ho loened. Me a ia breman d’al leac’h m’am euz ezomm da vont, ha mall braz eo d’in en em denna. — Enn eur lavaret ann dra-ze, Ivon e bran a nij ac’hano, ar vi ruz