Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/308

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

296
AR MARVAILLER BREZOUNEK

gant-han, hag a-benn eur pennad goude e tiskenne e den enn enezenn ar C’horf heb ene.

He-man, ar c’horf-man, a ioa war ar roc’h gant ar brinsez ann he gichenn, ha petra-bennag ma oa digor frank ha diskramaill he vruched gant-han, en devoa beac’h c’hoaz o kaout he alan, hag astennet eno evel pa vije bet stag oc’h ar roc’h. Ivon a dosta out-han, ar vi gant-han enn he zourn. — Deuz d’in ar vi-ze, eme ar C’horf heb ene, pe me da lazo bremaik. — Mar ec’h euz ezomm euz ar vi-man, eme Ivon, deuz d’he gerc’hat. Petra a roi-te d’in evit ar boan am euz-me bet oc’h he gaout hag oc’h hen digas beteg aman ? — Ar maro mar gellann, eme ar c’horf. — Ia, ar maro mar gellez, eme Ivon, ha te beac’h d’id o kaout da alan. Sao ’ta enn da goazez, ma welinn ha te a zo braz ; sao ’ta korf digaloun ha dilambrek ; ma ne zeuez ket da gerc’hat ar vi-man, me a zo o vont d’he derri. — Arabad, arabad eo d’id, eme ar c’horf, o klask sevel enn he zav. Kaer en devoe, rankout mad e oe d’ezhan choum gourvezet eno, astennet he zivreac’h hirr a bep tu d’ar roc’h. — Mad, eme Ivon, laouen o welet pegen toc’hor e voa ar c’horf ; me n’am euz ket amzer da c’hortoz keid all. Pa na zeuez ket, me a ia d’as kaout, rak truez am euz ouz-id. — Hag Ivon ha tostaat oc’h ar c’horf ha pignat oc’h ar roc’h ha lavaret d’ar c’horf : — Mont a rann da roi da ene d’id, digor da c’henou. — Ar c’horf a ioa digor ha dispourbellet zo-ken he zaoulagad, hep gwelet berad