Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/310

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

298
AR MARVAILLER BREZOUNEK

gant-ho. Digeri a reaz he c’henou pa lavaraz Ivon. He-man a-vad e leac’h lakaat ar vi d’ezhan eno da lounka, a flastraz anezhan war dal ar c’horf a varvaz eno dioc’h-tu, enn eur ober eur skrijadenn penn kil ha troad ; hag ar roc’h ha faouta rak-tal dre ann hanter gant eunn trouz spountuz, ha lounka ar c’horf, evel ma lounkfe eur moroc’h eur zilienn vihan.

Ar brinsez hag Ivon a ioa diskennet, hag he-man, eat enn eunn er braz, a zougaz he bried kuit ac’hano. N’edont ket c’hoaz eat pell dioc’h ann enezenn, ma klevjont war ho lerc’h evel eur pez talm kurun o tregerni ; hag hi ho-daou, o tistrei da zellet, a welaz flammou tan o tislounka euz a greiz ar mor hag o tevi ann enezenn, Ar C’horf heb ene ne oe gwelet mui eur skeud anezhan war ann douar.

Ivon hag ar brinsez, he bried, ne oent ket pell enn hent ; en em gavout a rejont e-tro ann noz digor e Naonet, e ti ar roue ho zad. He-man a oe laouen mar boe den biskoaz, O welet he verc’h hag he vap-kaer distro. Great en doa ho c’haon, rak kredi a rea e oant maro. Eur fest kaer a oe great evit lida ho distro ; ha goude ma oent diskuizet, Ivon hag he hried a oe euruz e-pad ho huez. Goude ma oe maro he dad-kaer, Ivon a oe lakeat da roue enn he leac’h, hag o veza en em gavet gant he gabiten koz, e lavaraz d’ezhan : — Ne oa ket gaou a lavarac’h ; deut ounn da veza eunn den gant ann amzer. C’houi ne wiec’h ket neuze e vije deut he