Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/312

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

300
AR MARVAILLER BREZOUNEK

ker da wir, ne me kennebeud ; Doue a-vad a wie. Hen eo a gas ann den, a zao pe a ziskar anezhan, kouls roue ha tiek. Evelse a zo c’hoarvezet gan-en, eme Ivon a roaz eur pez ialc’had arc’hant d’he gabiten koz, enn eur lavaret d’ezhan, p’en divije ezomm, n’en doa nemet goulenn.

Setu penn-da-benn buez ar C’horf heb ene, evel am euz klevet anezhi, pa oann bugel, gant va mamm-goz.