Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/318

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

306
AR MARVAILLER BREZOUNEK

mor eget va dibri, rak n’as pe ket kalz a dra diouz-in ; e leac’h mar kerez va leuskel er mor, me a roio d’id kement tra as pezo c’hoant da gaout, kement tra a c’houlenni digan-en.

Kristof, souezet o klevet ar pesk, hag hep sonjal hirroc’h, a daol anezhan dioc’h-tu enn dour hag a choum eno da c’hoari eur pennad c’hoaz. Enn eur c’hoari, e teu naoun d’ar paotr, ha da zonj d’ezhan e krampouez he vamm, hag er c’heuneud a ioa bet lavaret d’ezhan dastum. — Sell, sell eme Gristof, ma ve gwir en deuz lavaret ar pesk bihan d’in, va mamm e defe keuneud evit eur pennad mad. — Ha Kristof da redek ac’hano, buhana ma c’hell, war-zu kear Is a ioa tost. P’en em gavaz, e oa tre braz anezhi atao ha dizec’h war-dro kear. Kristof a ioa eat di evit kaout eur pez pikol gwezenn zero a ioa, a lavaret, e-kreiz ar mor, dirak kear Is, nousped kant vloaz a ioa, ha n’en doa gellet den e-bed biskoaz kaout anezhi. N’oa ken hano nemet euz ar wezenn zero vraz-ze. Houn-nez, eme ar re wisiek, a ioa bet ar penn kenta ha, kouls lavaret, ann diazez euz ar gear vraz-ze. — Dre nerz va fesk bihan, eme Gristof, ma teufe ar wezenn-ze ama er-meaz euz ar mor — N’oa ket peur-lavaret he c’her gant Kristof, ma welaz he-ma korf ha skourrou hag all ar wezenn-ze o sevel war ar mor evel eul lestr, o neunv hag o tont etrezek enn-han war ar zeac’h. — Gwir eo en deuz lavaret ar pesk ; hen-nez ne ket gaouiad evel ann dud ; brema va mamm e devezo