Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/322

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

310
AR MARVAILLER BREZOUNEK

kik bihan, pe emoc’h oc’h ober goap, me garfe e vec’h-hu dougerez a-vrema.

Goude lavaret ann dra-ze, Kristof a ia ac’hano war he wezenn da di he vamm. Ne oe ket pell enn hent ; diskenn a ra d’ann traon, ha da gaout he vamm da lavaret d’ezhi dont da zellet. — Sada deuet keuneud d’e-hoc’h, va mamm, da ober krampouez. — Digas anezho enn ti, eme hou-ma. — Ah ! ia, eme Gristof, c’houi lavar a-walc’h, va mamm ; deut da welet pebez beac’h keuneud a zo aze er-meaz. — Ar vamm a ia da heul he map, hag a choum sebezet holl dirak eur wezenn zero spountuz, ker braz eo. Hueloc’h oa c’houeac’h gweach evit ti zoul ann intanvez. — Gant piou, eme-z-hi, eo deuet ar wezenn-ma ama ? Ne ket gan-ez-te, emichans ? — Eo da, va mamm, gan-en-me eo deuet, ha bremaik e welot e vezo faoutet ha berniet aze dirak ho ti. — Ar pez a lavaraz Kristof a oe great dioc’h-tu, ha n’en doe ken poan nemet goulenn ann dra-ze digant he besk bihan. Pa oe great ar bern keuneud, ez oa teir gweach ledanoc’h hag hueloc’h evit ti ann intanvez paour. — Ac’hanta, eme Gristof, brema ho pezo keuneud a-walc’h da ober krampouez kement hag a gerrot. — Ar c’hrampouez a oe great neuze ha debret, ha Kristof d’ann aot adarre da c’hoari gant he vaz kamm.

Evit-han da veza lekeat diot gant ann dud, Kristof n’oa tamm diot anezhan, evel a welot. Brema, o veza n’en doa ezomm e-bed da vont da