petra a ioa, a lavaraz : — Mar d-eo galvet ann holl da vont da gear Is, me a ielo ivez da c’houzout petra a zo.
Mont a reaz Kristof ; eunn tammik evelato oa divezad. Pa en em gavaz, e oe souezet o welet kurunenn ar roue a-ispill. Meur a hini a ioa tremenet dindan-hi, hep na zistage tamm. Ar re vraz ho doa kargou e lez ar roue a ioa eat da genta, ar vourc’hisien goude, ha da ziveza ar re diwar ar meaz hag ar beorien. — Mad, eme Gristof, pa’z a ann holl, me c’hell mont ivez, emichans ? — Hag he-ma neuze ha tostaat. Edo o vont da dremen, pa grogaz enn he vreac’h unan euz ar zoudarded a ioa e gwardou ar roue : — Da be leac’h ez ez-te, diot ma’z oud ? N’euz ezomm e-bed ac’hanoud ama ! — List-hen, eme ar roue, en doa gwelet pellaat Kristof, ne fell ket d’in e ve miret oc’h den e-bed da dremen dindan va c’hurunenn hirio. Ha Kristof ha mont neuze. Dioc’h-tu m’en em gavaz dindan, e kouezaz kurunenn ar roue Gradlon war he benn. Setu ann holl souezet mar boe biskoaz : — Kristof eo, eme e-leiz, Kristof a zo tad map Ahez. — N’eo ket, n’eo ket, eme ar re all, hag ar roue evel-d-ho. Eunn diot evel hen-nez n’en deuz komzet biskoaz oc’h Ahez. Eur brinsez evel-d-hi hag hi a garfe biken eur paour keaz, eur genaouek evel Kristof. Tra, tra ; red eo gwelet eur weach c’hoaz. Ma oe staget ar gurunenn adarre, ha lekeat Kristof da vont dindan-hi.