Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/336

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

324
AR MARVAILLER BREZOUNEK

da lavaret d’ezhan : — Deut, roue, da zellet er meaz ; du-ze ez euz savet, abaoue deac’h, eur pount hag a laka ann holl souezet ; biskoaz n’euz bet gwelet kaeroc’h pount ; ha kaera zo c’hoaz eo gwelet er penn all d’ezhan, enn eunn enezenn, ne oar den hano anezhi, eul lez ker kaer n’omp ket evit gwelet petra eo, kement e lugern ann heol diwar-n-han.

Gradlon ne oe ket divezad da vont da zellet, ha pa welaz petra oa, e kasaz unan euz he dud da c’houzout piou a ioa o choum ebarz. He-ma, p’en em gav enn enezenn, a wel ar maner kaer ; mont a ra ebarz ha gwelet Kristof, he vaz kamm enn he zourn. Kannad ar roue a lavaraz da Gristof : — C’houi eo, a gredann, mestr ann enezenn-ma ? — Ia da, eme Gristof, me eo ar mestr ama, a gredann ; ha n’eo ket c’houi, na den e-bed a ve evit lakaat he wir e leac’h va hini-me. — N’eo ket ann dra-ze eo, eme ar c’hannad ; me zo deut da lavaret d’e-hoc’h dont da gaout ar roue Gradlon da gear Is. — Mont da gaout ar roue Gradlon, eme Gristof ? mar en deuz ezomm ac’hanoun-me, e teuio he-unan ama, rak evid-oun-me ne rinn gammed da vont etrezek enn-han. It enn dro eta, ha livirit petra eo ho kefridi.

Kannad Gradlon a ieaz ac’hano hag a lavaraz petra en doa gwelet ha petra a ioa bet lavaret d’ezhan gant Kristof. — Petra, eme ar roue, Kristof diot eo a zo eno el lez kaer-ze ? Deut eo rok ann tamm anezhan, evit doare ; me welo pe baotr