eo bremaik. Ha Gradlon neuze kemenn da zoudarded mont d’ann enezenn da zigas d’ezhan Kristof diwar bouez he ziskouarn.
Kristof a ioa war c’hed anezho. Pa ho gwelaz o tout, ez eaz da zellet out-ho euz he brenestr, ha pa oent en em gavet, e c’houlennaz : — Ac’hanta, va zud, petra zo a-nevez gant Gradlon, e kear Is ? — Ar pez a zo a nevez eo e rankot dont gan-e-omp, pe ma ne deuit ket bremaik, ni grogo enn ho kabiez. — C’houi, koz paotred fall ; me lavar ne vezo ket eaz d’e-hoc’h. — Ar re-man neuze a glask ann dro da gaout Kristof. He-ma a-vad a laka eur vandenn zoudarded all da zont eno da c’hoari oc’h paotred ar roue, ha ker brao e c’hourinchont out-ho, ma oe teurket tud ar roue ha lazet, nemet unan a ieaz da gas ar c’helou da gear Is. Gradlon, pa glevaz petra a ioa bet, a ieaz eunn drouk spountuz enn-han. — Petra, eme-z-han, eur c’hoz diot evel hen-nez a harzo ouz-in ! Mil den ama dioc’h-tu, ha war-lerc’h Kristof, da zigas anezhan d’in, beo pe varo. — Kristof, war c’hed atao, a welaz anezho o tout : — Peskik, eme-z-han, digas d’in tud da flastra tud Gradlon. Mall eo digas skiant e penn ar roue diot-ze ; kaout a ra d’ezhan, m’oar-vad, n’en deuz nemet lavaret evit ober evel a fell d’ezhan. Gwelet e vezo piou a vezo ar mestr etre z-omp-ni hon daou. — Ha setu tud o tout eno da Gristof. — P’en em gavaz tud Gradlon, e savaz ar c’hoari. Ar re-ma diveza a oe eur frota war-n-ezho, ma rankchont koueza eno a stok ho c’horf, ha