Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/340

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

328
AR MARVAILLER BREZOUNEK

mervel holl nemet unan adarre. — Ac’hanta, eme Gristof, gwelloc’h oc’h brema, va zud ? me am boa lavaret d’e-hoc’h ; ne fell ket d’e-hoc’h senti ouz-in ; gwaz a ze !

Ar roue Gradlon, pa glevaz pe seurt c’hoari a ioa bet adarre, a lavaraz : — Kentoc’h evit beza trec’het gant ann diot-ze, me fell d’in ez afe kement soudard am euz brema d’he gerc’hat d’in. — Lekeat e oe ar re vrasa euz al lez da ren anezho, hag ez ejont rak-tal. — Deut atao, eme Gristof, o sellet out-ho. Ne viot ket gwelloc’h evit ar re all, ha kaer en devezo ho mestr, dont a raio he-unan d’am c’haout ha pa na fellfe ket d’ezhan. Evid-oun-me ne loc’hinn ket euz va enezenn. — Ar re-ma, ar zoudarded-ma, da C’hradlon, a oe lazet holl adarre, ha ne zistroaz hini enn dro nemet unan da lavaret d’ar roue ne vije birviken treac’h da Gristof, ha mont he-unan d’he gaout, mar en doa c’hoant da gomz out-han.

— Pa’z eo red mad d’in mont, ez inn, eme ar roue ; gwelet a rankann petra a zo o c’hoari gant Kristof. — Ar roue Gradlon en em gavet gant tud he lez enn enezenn, a oe souezet, mar boe biskoaz, o welet peger kaer maner a ioa eno. Kavout a ra Kristof, hag he-ma krog enn he vaz, hag hep lamet he voned diwar he benn, a lavar d’ar roue : — Ac’hanta, deut oc’h ’ta d’am c’haout, roue ; mad hoc’h euz great, rak evid-oun-me n’em euz ezomm e-bed ac’hanoc’h, ha ne vijenn eat birviken d’ho kear, pa hoc’h euz kaset ac’hanoun kuit. —