Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/342

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

330
AR MARVAILLER BREZOUNEK

Petra eo d’id, eme ar roue, laza va zud evel a rez ? — Laza ho tud, eme Gristof, me n’em euz great drouk e-bed d’ezho. Setu emint aze morfilet, ha mar karchent beza choumet sioul hag e peoc’h, ne vije c’hoarvezet drouk e-bed gant-ho. Klevit mad, roue, ne ket ar boan da zen, na d’e-hoc’h, na da re all klask ober trouz ama ; me eo ar mestr ha ne bleginn da zen e-bed. Evelato, mar kirit, me zo o vont da gerc’hat ho merc’h d’e-hoc’h, evit ma’z eot gant-hi da ober eunn dro dre al liorsou hag ar c’hoajou a zo dre aze, da c’hortoz dibri ho lein, rak pidi a rann ac’hanoc’h da leina em zi. — Peadra hoc’h euz da rei d’e-omp, eme ar roue ? — Peadra a-walc’h a zo, hag emichans e vezo c’hoaz war ho lerc’h, a drugarez Doue. — Mad eo neuze, eme ar roue, leina a rinn ama, me ha va zud.

Neuze Kristof a ia d’he gear hag a ra eul lein euz ar seurt ne vez ket aliez, zo-ken e tiez ar rouanez. Nemet aour hag arc’hant ne welet ken war ann daol, ha da zervicha e teuaz eur maread a blac’hed iaouank, gwisket e gwenn-kann holl. Gradlon, great he dro dre ar c’hoajou, a zeu d’ar maner, mont a ra oc’h taol, hen hag he dud ; mantret int holl o welet kemend all a draou kaer. Gradlon a c’houlenn ouz he verc’h penaoz e c’hell Kristof kaout kemend all a binvidigesiou. — Ne c’houfenn ket lavaret d’e-hoc’h, va zad, eme-z-hi, rak ne ouzounn ket va-unan ; me gred, Kristof en deuz pep tra dioc’h he c’houlenn. Sada