Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/346

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

334
AR MARVAILLER BREZOUNEK


Maner Kristof, klevit mad, ne ket eur c’hoz maner oa ; peder gampr war-n-ugent a ioa ebarz, hag e pep kampr pevar brenestr troet oc’h ar pevar avel ; ne welet nemet berniou aour hag arc’hant, nemet goloennou seiz, nemet taolennou kaer ar seurt n’oa bet biskoaz e ti ar roue he-unan. He-ma a zigore he c’henou dre ma’z ea, hag a choume da zellet out-ho. — Ac’hanta, eme Gristof, pe va zi-me, pe hoc’h-hini-c’houi, roue, eo ar c’haera ? — Da-hini eo, eme ar roue ; ia, mar d-eo d’id eo ? — Ne gredann ket e ve da zen all e-bed, na d’e-hoc’h kennebeut all. Kaout a rea d’e-hoc’h, m’oarvad, e vijenn-me bet beuzet, hag ho merc’h ive gan-en, pa hoc’h euz great teurel ac’hanomp er mor. Brema oc’h souezet, ha n’eo gwir ? Mad ! mad ! gwell a ze ; ann dra-ma a zesko skiant d’e-hoc’h. — Ar roue, skuiz o klevet komzou freaz Kristof, a lavaraz neuze mont kuit.

— Pa gerrot, eme Gristof. Dre ann hent m’oc’h deut e c’hellit distrei d’ho kear ; evelato e kav d’in, pa vez debret ha pa vezer bet boetet mad, ne d-eo ket brao laerez tud ann ti-ze. — Piou a zo laer, eme ar roue, ar goad o tont dindan he ivinou. — Ne ouzounn muioc’h evid-hoc’h-c’houi piou eo al laer, ha gouzout a garfenn evelato. — Gwezet e vezo, eme ar roue, ha dioc’h-tu zo-ken. Petra zo diank d’id, Kristof ? — Ann anaf kaera am boa eo ; ann hini a ioa great gant eur mean kaer hep-ken. Bremaik edo gan-e-hoc’h oc’h eva oc’h taol.