Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/348

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

336
AR MARVAILLER BREZOUNEK

— Gwelet gant piou eo bet kemeret a zo red. Ma lekeaz Gradlon furcha e godellou ar re a ioa gant-han oc’h he heul. Kaer a-vad a oe furcha ha difurcha, anaf e-bed ne oe kavet. — Gant unan bennag e rank beza, koulskoude, eme Gristof. Klaskit enn ho kodellou, c’houi brema, roue. — Gan-en-me n’euz bet kemeret netra, eme he-ma, ha kredi a rez-te, diot fall ma’z oud, ez ounn-me eul laer ? — Ne lavarann ket d’e-hoc’h e vec’h laer, evelato e kav d’in e ve brao, pa’z eo bet furchet ann holl, e vec’h furchet ivez. — Ma n’euz nemet ann dra-ze da ober, ne vezo ket pell ann abadenn. Ha Gradlon ha planta he zaou zourn enn he c’hodellou a bep tu, ha tenna gant he zourn deou ann anaf a ioa leiz he graban anezhi. — Ac’hanta, eme Gristof, o c’hoarzin goap ; piou eo al laer brema ? — Kredi a ve great, eme ar roue, eo me eo, ha koulskoude ne ket me eo am euz lekeat ann anaf-ze em godell. — Kaer ho pe nac’h. roue, eme Gristof, piou a ve evit kredi ac’hanoc’h, ma na lavarfenn-me ket ar wirionez ? Ar pez hoc’h euz lavaret a zo gwir ; n’eo ket c’houi hoc’h euz lekeat ann anaf-ze enn ho kodell. Eat eo ebarz evel ma’z eo eat e kof ho merc’h ar map e deuz ganet.

Gradlon a oe neuze eur pennad he spered e zav, o trei hag o tistrei war ar pez en doa klevet gant Kristof. Pa zeuaz enn-han he-unan, e oa laouen hag e lavaraz : — Muioc’h a skiant hag a spered ac’h euz, te Kristof, evit kement hini ma’z