Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/350

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

338
AR MARVAILLER BREZOUNEK

omp ama, ha mar kerez dont gan-en da gear Is, te ha da c’hrek hag he map, e vezi roue war va lerc’h. — Ne d-inn ket, eme Gristof, it d’ho kear pa gerrot ; me a choumo ama, gwelloc’h eo gan-en. Ho kear Is, roue, ne bado ket pell amzer mui, rak me am euz tenmet ar wezenn zero vraz a ioa o viret oc’h ar mor da zilammet war-n-ezhi, kenta reverzi a vezo. Roue, n’ankounac’hait ket ar pez a lavarann d’e-hoc’h : Kear Is a vezo goloet holl gant ann dour mor.

Ar pez a lavaraz Kristof da C’hradlon a c’hoarvezaz, hag anez he varc’h, he-ma a vije bet kollet evel ma oe tud ar gear a Is. Evit Kristof, n’euz bet hano anezhan abaoue, ha ne oar den da be leac’h eo eat gant ar vamm hag he map.



————