Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/352

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

340
AR MARVAILLER BREZOUNEK


ANN DIAOUL


O TONT DA VREST


————


Gwechall Brest a ioa eur gear vihan ; ne oa eno, kouls lavaret, nemet eunn toulladik tiez. D’ar c’houls-ze, evit doare, ann diaoul en doa kalz a labour da ober e leac’h all, ha n’en doa ket bet amzer da zellet dioc’h ann tu-ma d’hor bro.

Eunn dervez evelato, he-ma, ann aotrou-ma, ann diaoul eo a lavarann, goude beza bet great gant-han he droiou dre he bark braz, da welet ha diwana a rea he ed, a lavar out-han he-unan : — Sell, ar c’hoz kastell-hont n’ouzounn ket petra eo, ha ma’z afenn da welet piou a zo o choum ebarz ha war he dro ? Ha setu Gwillou goz neuze hag en em wiska evel eunn aotrou kaer, gant-han, klevit, eur rokedenn voulouz hirr ha lostek, eunn tok seiz kern huel war be benn, hag enn he zourn, ne ket eur penn-baz, eur wialennik koant eo hag