Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/356

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

344
AR MARVAILLER BREZOUNEK

vad oc’h ober evel a reont. — Ha forz zo, gwerz a zo, gwerza a reer, ha mar teufe zo-ken ann diaoul da Vrest, e kredann e ve gwerzet ivez, evit-han da gaout spered hag ijin.

— Me eo hen-nez, grek, ha ne vezinn ket gwerzet e Brest, rak ne d-inn ket di ; a-walc’h zo hep-d-oun. Evelato, kredit ez aio ar stal da fall, kouls gan-e-hoc’h ha gant marc’hadourien ar gear-ze. — Hag ann diaoul kuit ac’hano, o leuskel flear war he lerc’h.

Ar c’hrek-ma a ioa euz a Gerhor, eunn torrad bugale d’ezhi. Abaoue he zaout, dre ne gavent nemet geot fall da beuri, ne veze gant-ho nemet dour e leac’h leaz, hag he ier ivez ne zozvent nemet viou brein. He bugale a rankaz mont da besketa evit gounid ho boed ; anezho, a lavarer, eo deut gwenn besketerien Kerhor. Marc’hadourien Brest kennebeut ne zeuaz ket abaoue kalz a dra gant-ho da vad.

Ha setu penaoz ann diaoul en deuz lavaret ar wirionez eur weach enn he vuez. Abaoue n’eo ket bet e Brest, ha ne zeuio ket ar weach-ma c’hoaz.


————