Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/38

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

26
AR MARVAILLER BREZOUNEK

welet pegen ankeniet oa Kalounek, a lavaraz e vije mad d′ezhan dimezi adarre. — Nann, nann, eme he-man, ne zimezinn birviken ken, rak evel m′am euz karet merc′h ann tiek paour ne garfenn grek all e-bed.

Diwar neuze e oe lezet da goaza he c′hlac′har gwella ma c′helle. D′he levriou e tistroaz evel pa oa iaouank. Eul leor mad, a lavare, a zo ar gwella mignoun a c′hallfet da gaout, o veza ne lavar netra nemet evit pep mad ann den.

Distroomp brema war hor c′hiz ha deomp da dri bugel pried ar roue iaouank, a zo bet lezet gan-e-omp du-ze etre daouam ho mamm-goz.

Hou-man a c′hourc′hemennaz ober eur c′havell koat e doare eur vag, goloet kloz gant eur goul­c′her. Lakaat a reaz ebarz ann tri bugel hag enn ho c′hichenn eur warek, eunn houarn-gwaff hag eur c′hleze ; hag oc′h-penn aour hag arc′hant e-leiz. Neuze e c′hourc′hemennaz stlepel anezho er ster a dremene eno tost d′al lez.

Ar c′havell, o vont gant ann dour, a oe kaset e stank eur vilin er mare ma′z ea ar miliner da zigeri ar ranvell ha da lakaat ar vilin da vala. Souezet o welet ar pez koat-man war ann dour enn he stank, ar miliner a oe souezetoc′h c′hoaz, pa oe tennet gant-han ar c′havell war ar zeac′h ha pa oe digoret gant ann alc′houez a ioa oc′h ar potaill, o welet ez oa enn-han tri vugel kaer gant armou hag eur maread a arc′hant. Kas a reaz buhan ar vugale d′he c′hreg, ar vilinerez, enn eur