Gwarek, Gwaff ha Kleze, ho zri atao ho-unan, a c′hoarie etre-z-ho. Muia ma c′hellent e pelleant dioc′h ar vugale all, o veza, eme-z-ho, n′oant ket karet gant-ho. Evel-se nebeud-a-nebeud ec′h en em guzulient diwar-benn ho doa da ober.
Pa oe paket ho c′houezek vloaz gant-ho, ann hini a reat Gwarek anezhan a lavaraz d′he zaou vreur all a felle d′ezhan mont kuit. — Pa′z eo gwir a lavarer, eme-z-han, n′emomp ket aman er gear ha n′hon euz hon tri na tad, na mamm anavezet, me breman a fell d′in klevet ha gouzout euz a be leac′h ounn.
Evel-d-oun-me, c′houi ivez breudeur, hoc′h euz klevet meur a weach hano euz a Labous ar wirionez ; ne ve ket fall, a gredann, d′ann eil goude egile ac′hanomp, mont da glask her paka, ha pa vezo paket e wezimp diout-han piou eo hor c′herent hag e pe vro emaint.
— Gwir a leverez, eme ann daou all, ha breman p′emomp enn oad da vale, ez eo red d′e-omp mont enn hon tro, pa n′omp ket ginidik ac′hann. — Mad, eme Gwarek, me ielo da genta warc′hoaz da c′houlou-deiz. Setu aman ar warek a zo bet roet d′in gant ar miliner ; mont a rann da staga anezhi oc′h ar wezenn lore a zo aze e korn ar liorsik. Pa welot e vezo kouezet d′ann douar, e c′hellot lavaret e vezinn maro, ha neuze unan ac′hanoc′h a ielo d′he dro da glask Labous ar wirionez, ha goude ann eil, ez aio ann trede da ziveza.
A-unan ho zri war gement-man, Gwarek, pa oe