Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/52

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

40
AR MARVAILLER BREZOUNEK

d’ezho. Setu eta aman ar gelenn am euz roet da bep-hini anezho ha d’e-hoc’h-hu ivez breman. Labous ar wirionez, n’euz hini evel-d-han er bed, a zo e bek eur wezenn gaer, enn eur gaoued aour, dirak eur maner n’en deuz ket he bar war ann douar. E traon ar wezenn a lavarann hag a zo e-kreiz eul letonenn vraz, ez euz o tiwall al labous e-leiz a loened spountuz a strink tan dre ho genou, dre ho daoulagad hag ho fronellou. Ken na vez paket, Labous ar wirionez a zo Labous ar gaou ; rak-se ’ta na gredit ger d’ezhan, pa lavaro d’e-hoc’h sellet d’ann traon, dre ma pignot oc’h ar wezenn. Na rit van eta oc’h he glevet, prennit ho tiou­-skouarn ha savit atao ho taoulagad d’ann neac’h, rak gant eur zellik hep-ken, eur zellik d’ann traon, e kouezfac’h maro e-kichenn ho taou vreur. Bez’ e tleit en em gavout e-tal ar wezenn d’ann taol kenta a gresteiz. Er mare-ze eo e kousk al loened, ha ne zihunont nemet eunn hanter heur goude. D’ar c’houlz-ze a-vad e vezo red d’e-hoc’h beza great ho tro ha beza pell dioc’h ar wezenn, rak ma vec’h neuze war-nez taol d’al loened, e vec’h taget a-grenn gant-ho.

Pa ho pezo paket Labous ar wirionez, kaoued hag all, ha diskennel d’ann traon, likit dindan fri ho taou vreur hag ar re varo all a zo eno, al louzou-man a roann d’e-hoc’h, hag e savint dioc’h­-tu beo-buezek evel biskoaz, hag enn distro deut d’am c’haout gant ho taou vreur. Grit eta evel a lavarann d’e-hoc’h, stardit ho kaloun hag e