Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/56

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

44
AR MARVAILLER BREZOUNEK

brema nemet goulenn digant Labous ar wirionez kement hoc’h euz c’hoant da c’houzout diwar-­benn ho tad hag ho mamm, hag e viot kuzuliet er-vad gant-han ; hen a lavaro d’e-hoc’h piou int, hag e pe vro emaint o choum.

E kement-se, a-raok ma’z eot kuit, ez eo red d’in ho trugarekaat ivez ha lavaret d’e-hoc’h piou ounn. Me a zo merc’h eur rouanez vraz euz a bell bro ; hoc’h oad am boa, a gav d’in, pa oe lavaret d’in gant va maerounez (eur gorrigez vad ha leal) mont da gerc’hat d’ezhi Aval ar gened a ioa enn eunn enezenn vihan e-kreiz eul lenn vraz. Ann aval-ze, eme-z-hi, a zo oc’h eur wezenn deut diwar skourr Gwezenn ann drouk hag ar mad, ha miret eno gant ann Ankou, krog enn he falc’h da drouc’ha neudenn ar vuez da gement hini a falvezfe d’ezhan paka ann aval-ze.

Va maerounez a gelennaz mad ac’hanoun : — Bale war ann dour a ri, eme-z-hi, gant ar re voutou seiz-man a roann d’id, ha pa vezi tost d’ann enezenn ha d’ar falc’her braz, n’es pezo ger da lavaret nemet steki ar meanik glaz-man oc’h bek he falc’h a ielo e ludu dioc’h-tu ha ne raio drouk e-bed d’id ; anez a-vad, eme-z-hi c’hoaz d’in, e c’hellfez mervel evel ma’z eo marvet ar re all ho deuz bet c’hoant da dizout ann aval-ze.

Me neuze, iaouank ha penn-skanv evel ho taou vreur, a zelaoue va maerounez gant eur skouarn hep-ken hep teurel evez, kouls lavaret, oc’h he aliou. Mont a riz eta, hag o welet pegen eaz oa