Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/58

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

46
AR MARVAILLER BREZOUNEK

bale war ann dour e choumiz pell da redek enn-dro d’ann enezenn, da c’hoari ha da ober goap euz ann Ankou. He-man, evel war ael, a droe enn tu ma’z eenn, he falc’h gant-han savet atao enn ear, war-nez tizout ac’hanoun. Eur weach enn eur drei evel-se diwar herr, e riz eul lamm krenn war ann enezenn, hag e-pad ma klaskenn va meanik glaz em godell, bek falc’h ann Ankou a stokaz enn-oun hag e koueziz eno dioc’h-tu. Ma ne varviz ket evel ar re all, e oe, m’her goar brema, dre c’halloud va maerounez en em gavaz eno hag am digasaz gant-hi d’he c’hear. Evit deski skiant d’in, va maerounez a lekeaz goude ac’hanoun da zont dindan eur gornandounez koz hag iskiz, evel a welit, ha da choum el letonenn vraz-man, dindan ann douar, gant kefridi ha kemenn da zont da gelenn ar re a vije evel-d-hoc’h o vont da glask paka Labous ar virionez. Lekeat oa d’in ivez gant-hi choum ama ken na vije paket gant unan pe unan. Dre-ze e welit er-vad, Kleze, hoc’h euz va zennet a boan, hag e tleann ho trugarekaat, evel m’hoc’h euz trugarekeet ac’hanoun.

Breman e teuinn d’am oad kenta, iaouank ha kaer evel ma’z oann pa oenn lekeat da gornandounez koz gant va maerounez.

Hou-man en em gavaz eno neuze. Gwisket oa gant eur zae wenn-kann ; hag hi koz-meurbed, iaouank-flamm oa da welet. War he zal a lugerne ez oa eur gurunenn ar gaera great gant mein a bep seurt liou, evel teuzet e-mesk ann aour hag