Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/62

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

50
AR MARVAILLER BREZOUNEK

gant ho tad da bried, goude eur brezel en devezo bet oc’h ar Zaozon fall, hag ho pezo c’houi trec’het dre nerz ho meanik glaz. Dre-z-han ivez ho pezo anezhi da bried, hag e viot euruz gant-hi hed ho puez.

Goude lavaret ann dra-man, maerounez ha filio­rez a ieaz evel eul luc’hedenn, den ne oar da be leac’h.


————



TREDE NOZVEZ


————


Gwarek ha Gwaff a lavaraz neuze da Gleze goulenn oc’h Labous ar wirionez piou oa ho zad hag ho mamm, hag e pe leac’h e kavchent anezho.

Al Labous, pa oe goulennet out-han, a lavaraz : — Ho tad a zo map eur roue euz a Vreiz hag he-unan roue breman ; he hano zo Kalounek. Ho mamm, merc’h eul labourer douar, a zo bet le­keat gant ho mamm-goz, ar rouanez, enn eunn toull doun dindan ann douar e pe leac’h ne wel berad sklerijenn, ha n’e deuz ken boed nemet dour ha bara zeac’h. Ar rouanez koz e deuz lavaret d’ho