Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/70

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

58
AR MARVAILLER BREZOUNEK

vrema e fell d’in e ve treac’h ar wirionez d’ar gaou. Ar gaou, m’hen argarz ! a zo tad ann drouk ; trouc’het e vezo, m’hen tou, beteg ar beo, e pe leac’h-bennag e vezo. N’euz stad dioc’h stad, na gwenn dioc’h gwenn evit ar gaouiad ; barnet e vezo gant ar wirionez, hag evel en devezo great d’ar re all a vezo great d’ezhan.

Va mamm, eme-z-han, ar penn kenta euz ann drouk hag euz ar boan am euz bet, a ielo e leac’h va fried da welet, d’he zro, hag ebad eo beva pell dioc’h goulou ann deiz, diwar bara ha dour. Evit ar re all, ne fell d’in gwelet hini anezho mui ; gouzout mad a rann piou ha ped int ; n’euz ezomm d’ho henvel. Setu !

Dioc’h-tu ar roue a lekeaz kregi enn he vamm ha mont gant-hi da gaout he bried. Hou-man, enn eur wela, en em strinkaz da c’houzoug ar roue pa­ glevaz piou oa, rak ne anaveze mui anezhan, hag hen ivez ne anaveze mui he bried, ker kastizet oa gant ann diouer euz a bep tra. Ar garantez ho doa ann eil oc’h egile e doa hep-ken dal’c’het anezho beo, dreist-holl merc’h ann tiek paour. Hou-man, ker mad atao ha ma’z oa bet ann dud fall enn be c’hever, pa welaz he fried o vont da lakaat ar rouanez koz enn he leae’h, a lavaraz :­ — Arabad eo e ve great poan da zen evid-oun-me, rak ne vezinn euruz birviken e-pad ma ouezinn en devezo eunn all da c’houzanv ar pez am euz gouzanvet. Beza pell dioc’h goulou ann deiz, beza beo hep beza e-touez ann dud, a zo diou boan ne ket