Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/88

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

76
AR MARVAILLER BREZOUNEK

lochenn gant brankou gwez. Pa vezo great, e lezi ac’hanoun hag ez i da-unan. Tost aman ez euz eur gear vraz, eur roue a zo enn-hi, ha mar kerez mont d’he di da c’houlenn servicha anezhan, e kavi tro, a gredann, da gaout labour. Gra ar pez a vezo lavaret d’id, n’euz forz petra vezo, ha neuze e teui ama d’am gwelet eur wechik enn amzer ; me roio d’id aliou mad.

He-man a reaz kemend en doa lavaret ar marc’h d’ezhan, ha pa oe en em gavet e lez ar roue,e c’hou­lennaz oc’h mestr ar mevellien ha n’en doa labour e-bed da rei d’ezhan. — Nemet ho kemeret a ra­fenn da baotr mechosi ; n’em euz netra ken da ginig d’e-hoc’h. — A-walc’h eo, eme ar paotr, me ne rann forz petra da ober.

Sada ma oe kaset d’ar mechosi ha diskouezet d’ezhan ann daou varc’h en divije da voeta ha da skrivella. Ar paotr-man, evel am euz lavaret, a ioa eunn dremm kaer a zen ; bravoc’h evit-han a vije bet diez da gaout. Ann dra-man a lekeaz kemend hini a ioa el lez da gaout avi out-han, ha dreist-holl ar baotred mechosi all. Oc’h-penn a oe c’hoaz : he gezek da he-man a wellae, ma’z oa eunn drugar ho gwelet, hag eunn tamm brao muioc’h evit ar re all. Ma teue neuze ar baotred mechosi da lavaret etre-z-ho ez oa red e laerche boed ho c’hezek da rei d’he re. Kaer ho doe teurel evez out-han, ne c’hellchont ket morse kaout tro d’he damall, hag a be leac’h ho divije gallet, pa n’oa ket gwir ? rak ne rea tamm gwelloc’h d’he gezek