Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/96

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

84
AR MARVAILLER BREZOUNEK

nemet liou ar gevier war-n-ezho. Ne gredit ket eta em be-me kavet ar varvouskenn-ze e-kreiz eur waremm ? Oh tra ! gwell eo gan-e-hoc’h ez afenn da glask d’e-hoc’h eur verc’h n’em euz foeltr biskoaz klevet hano diwar he fenn. Sad’ ama eur c’hoari d’in-me a-vad evit eur varvouskenn ne wienn ket piou oa he ferc’henn. — N’euz forz pe c’hoari eo, eme ar roue, mont a rankez da ger­c’hat houn-nez d’in ; hag he c’herc’hat a ri, ha pa ve diez, pe da ler a zamanto.

Iann, bete neuze, n’en doa bet sonj e-bed euz he varc’h ; neuze en devoe a-vad hag ez eaz trumm ha trumm d’he gaout enn eur wela evel eul leue. — Ac’hanta, eme ar marc’h, pa welaz anezhan o tont ; me wie er-vad e tliez dont hep dale d’am gwelet, ha setu oud deut. N’em boa-me ket lavaret d’id ? n’ec’h euz ket sentet ouz-in, setu petra en em gav gan-ez brema. Mad ! mad ! eme ar marc’h, ke da gaout ar roue ha lavar d’ezhan pourchas timad tri lestr d’id ; tri lestr, kleo, hag a vezo euz ar re gaera ; unan karget a ejenned palefarzet pe drouc’het pep-hini e peder rann ; ann eil karget a gerc’h hag ann trede a vill ; ha goude ez aimp, te ha me, d’al leac’h ma’z eo red.

Iann a ieaz da gaout ar roue hag a c’houlennaz digant-han kemend enn doa lavaret he varc’h d’ezhan. P’en doe bet he c’houlenn, ez eaz da ger­c’hat he varc’h, ha kuit gant-han ha gant he listri. Ar mor hag ann avel a ioa mad, ma reugjont hent eunn drugar, ha mac’h en em gavchont e penn