Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/100

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
88
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

madou ne lamo ket ar maro anezho digan-e-hoc’h ; n’ho pezet ken preder nemet enn ho silvidigez ; n’ho pezet ken aket nemet evit traou ann env. Likit ho poan da c’hounid karantez ar zent, oc’h enori anezho hag o kemeret skouer diout-ho, evit m’ho tigemerint enn env, pa’z eot diwar ar bed-man.

9. — Bevit war ann douar evel eunn den divi oad a ia enn he hent hep sellet oc’h netra a gement zo er bed ; bezet ho kaloun distag ha savet war-zu Doue, rak n’oc’h ket deuet aman da choum evit mad. Etrezek ann env eo e tleit bemdez, enn eur vouela, kas ho pedennou hag oc’h hirvoudou, evit mac’h hello hoc’h ene, goude ho maro, sevel war-zu ann Aotrou Doue ha mont d’ann euruzded da viken. — Evel-se bezet great.


EVIT HOR C’HELENN.


Tostait oc’h ar bez-ze a zo digor, ha gwelit enn-han ann eskern-ze zo brein ha torret. Setu aze petra choum war-lerc’h ann den war ann douar ! Setu relegou eunn den hoc’h euz anavezet marteze ! Breman ez euz nebeut bloavesiou, pa oa beo, ne rea ken fors euz ar maro eget