Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/104

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
92
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

fleriuz. Eno ar re c’hourvennuz a vezo ker braz ho foan ma iudint evel chas.

4. — Oc’h pep tech fall e vezo stag he boan. Eno ann dud rok a vezo karget a vez, ann dud piz a vezo enn eunn dienez ar vrasa. Eno ar boan a vezo gwasoc’h, a-benn eur pennadik. eget na ve er bed-man e-pad kant vloaz tremenet er binijen ar galeta. Ar re zaonet n’ho devezo na peoc’h na frealzidigez e-bed. Aman, da vihana, e tiskuizomp a-wechou hag e vezomp diboaniet gant hor mignouned.

5. — Bezit eta breman enkrezet ha glac’haret enn abek d’ho pec’hejou, evit ma viot, e deiz ar varn, hep nec’h hag hep aoun e-touez ar re euruz. Rak neuze ann dud vad ha gwirion a zavo a-enep ar re ho devezo gwall-gaset ha disprizet anezho. Ann hini a bleg he benn er bed-man dindan barnedigesiou ann dud, hen-nez a vezo neuze barner d’ezho.

Neuze e vezo braz fisians ann den paour hag izel a galoun, hag ann den rok a greno gant spount. Neuze e vezo gwelet ez eo bet fur er bed-man ann hini en