Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/108

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
96
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

enn deiz-ze e teuio pep-hini da zisplega hed-da-hed he holl oberiou hag ive he venosiou. Sonjit e kement-se, e-c’hiz pa ve deuet ann deiz-ze ; gwelit dira-z-hoc’h ar besiou o tigeri, ar re varo o sevel hag o tont a vagad e-c’harz treid ar Barner holl-c’halloudek. Eno e vezo diskuliet kement tra zo kuzet ; eno e vezo dizoloet menosiou ar galoun ; hag ann holl, enk war-n-ho, a davo mik o c’hortoz ar varn da zont. Neuze e tigoro ann env hag ann ifern : ar baradoz evit ar re vad, hag ann ifern evit ar re fall a vezo kollet da viken. Jezuz-Krist, enn dro d’ezhan ann elez hag ar re euruz, Jezuz-Krist a bign breman enn envou ; enn tu all, Satan a grap er re zaonet hag a stlap anezho enn he raok e-kreiz eur mor a dan. Setu great ann dro da viken ! N’euz ken mui nemet dudiou ann env ha kounnar ann ifern.

Grit eta eunn dibab etre-z-ho ho daou, endra m’emoc’h c’hoaz war ann douar, ha ne ankounac’hait ket n’euz enn tu all d’ar bez na keuz na glac’har.




PEMPVED KENTEL WAR-N-UGENT.


Red eo poania kalounek da vont war well hed hor buez.


1. — Bezit aketuz ha birvidik da zervicha Doue, ha sonjit aliez a weach evit