Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/112

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

loun da heulia ar skoueriou mad a welot, pe ar re a glevot komz anezho.

Enn enep, mar teufac’h da welet eunn dra-hennag hag a ve da veza tamallet, diwallit na rafac’h hevelep tra. Mar hoc’h euz great evel-se eur weach-bennag, likit ho poan da zistrei, buhana mac’h hellot, war ann hent mad. E-c’hiz ma welit ar re all, evel-se ar re all a well ac’hanoc’h.

5. — Peger kaer ha peger mad eo gwelet hor breudeur leun a garantez hag a zoujans Doue, o veva enn eur c’hiz vad hag hervez reiz ho stad ! Pegen doaniuz ha pegen diez eo gwelet re all o tiroll hag o lezel da ober ar pez a zo dleet d’ezho hervez ho stad ! Pegen noazuz eo dilezel ar pez a c’houlen ar stad a vuez, evit trei oc’h ar pez n’omp ket dalc’het da ober !

6. — Ne ankounac’hait ket ar pez hoc’h euz gwestlet, ha kemerit evit skouer Jezuz-Krist stag oc’h ar groaz. O welet buez Jezuz-Krist, hoc’h euz eur gwir abek da rusia gant ar vez, o veza ma’z oc’h bet bete vreman ken dieguz diwar-benn dont da veza hevel out-han, evid-hoc’h