Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/113

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
101
I LEVR. — XXIV KENTEL.

da gerzet, pell amzer zo, enn hent ann Aotrou Doue.

Eur manac’h hag en em ro a greiz he galoun da brederia gant aket war buez santel ha war boaniou Jezuz-Krist, hen-nez a gavo eno stank ha founnuz kement tra a zo mad ha red d’ezhan da gaout ; ne ket red d’ezhan klask er-meaz a Jezuz tra all e-bed gwelloc’h. O ! ma ve Jezuz enn hor c’haloun, Jezuz stag war ar groaz, a-bred e vemp-ni desket a-walc’h !

7. — Eur manac’h mad a ra laouen ar pez a zo gourc’hemennet dezhan hag a c’houzanv hep klemm ar pez a c’hoarvez gant-han. Eur manac’h lezirek ha digaloun a zo stag out-han enkrez hag anken ; diez en em gav e pep leac’h, dre’n abek m’ema he ene hep frealzidigez, ha ma’z eo miret out-han klask frealzdigez ar bed.

Ar manac’h ne vir ket reolen he urz en devezo, siouaz d’ezhan, ar gwasa lamm. Ann hini a glask he frankiz hag he eaz, a vezo bepred enk war-n-han, o veza ma tisplijo d’ezhan ann dra-man pe

ann dra-hont.

3***