Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/114

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.


8. — Penaoz a ra ken aliez a lean all a zo ker striz ho reolen ? Dibaot eo d’ezho mont er meaz, beva a reont pell dioc’h ar bed, dibri a reont nebeut a dra, gwisket int gant mezer-ballin, labourat kalet a reont, komz nebeut, choum pell war vale, sevel mintin mad ; rei a reont kalz a amzer d’ar beden, lenn a reont aliez-meurbed, ha miret a reont gant aket reolen ho stad.

Sellit oc’h menec’h ti sant Bruno, oc’h menec’h Citau, oc’h kalz a venec’h hag a leanezed all ; sevel a reont bemnoz da gana meuleudiou Doue. Bez’ e tlefac’h eta beza goloet a vez, dre ma’z oc’h ker lezirek e-pad ma’z euz kemend a venec’h all o veuli Doue noz-deiz.

9. — Ma n’ho pe ken da ober nemet meuli ann Aotrou Doue a galoun hag a c’henou, ma n’ho pe morse ezomm da zibri, da eva, da gousket, ha ma vec’h bepred evit meuli Doue hag he bedi hep paouez, neuze e vec’h eurusoc’h eget ne d-oc’h breman o plega, evel a rit, da holl ezommou ar c’horf. Plijet gant Doue n’hor be mui hini e-bed euz ann ezommou-ze, ha n’hor be ken da ober nemet