Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/120

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
108
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.


3. — O veza ma’z eo ann den sempl ha dindan dalc’h ar maro, ne dleit nemeur fisiout enn-han, n’euz fors peger kouls-bennag e ve, n’euz fors peger mignoun-bennag oufe beza d’e-hoc’h. Ne dleit ket ivez en em nec’hi kalz mar teu a-wechou da enebi ouz-hoc’h oc’h ober dael. Ar re a zo hirio enn eunn tu gan-e-hoc’h, warc’hoaz marteze a vezo enn hoc’h enep ; hag ar re a zo hirio a-enep d’e-hoc’h, a vezo marteze mignouned d’e-hoc’h warc’hoaz ; ann dud peurvuia a dro evel ann avel.

Likit hoc’h holl fisians e Doue, n’ho pezet doujans ha karantez nemet evit-han hep-ken ; kred e vezo evid-hoc’h, hag ober a raio pep tra evit ar gwella. N’emoc’h ket aman el leac’h ma choumot bepred, hag e pe leac’h-bennag e viot, ne viot ken nemet eunn divroad hag eunn tremeniad ; biken ive n’ho pezo ar peoc’h nemet beza e vec’h a-unan gant Jezuz-Krist a wir galoun.

4. — Pe evit tra emoc’h-hu o sellet enn dro d’e-hoc’h er bed man, pa n’eo ket aman e kavot ar peoc’h ? D’ann env eo e tleit mont da choum. Ne dleit eta