ha drouk-prezeget, ha c’houi a fell d’e-hoc’h beza karet, beza meulet gant ann holl !
Penaoz ec’h hellot-hu gounid ar gurunen ma ne c’houzanvit hep klemm na poan nag enebiez e-bed ? Ma ne fell d’e-hoc’h gouzanv netra, penaoz e viot-hu mignoun da Jezuz ? Gouzanvit eta gant Jezuz hag evit Jezuz, mar fell d’e-hoc’h kaout ho lod e rouantelez Jezuz.
6. — Ma vec’h eat doun eur weach hep-ken e kaloun Jezuz-Krist, mar ho pe anavezet eur weach peger braz eo he garantez enn ho kenver, neuze ne rafac’h fors e-bed pe hen a ve eaz pe ziez ho toare. Enn enep, muioc’h a ze a blijadur ho pe da veza disprizet gant ann dud, rak karantez Jezuz a ra d’e-omp en em zisprizout hon-unan.
Ann neb a gar Jezuz e gwirionez, hen-nez a zo he ene distag dioc’h pep karantez direiz ; beza ec’h hell eaz trei war-zu Doue, en em zevel enn he spered dreist-han he-unan ha beva e peoc’h gant karantez Jezuz.
7. — Ann hini a briz ann traou dioc’h ma talvezont, kent eget dioc’h ma lava-