Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/124

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
112
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

maro a-grenn d’e-hoc’h hoc’h-unan, na distag dioc’h holl draou ann douar.

N’euz netra a gemend a ve evit saotra kaloun ann den hag he reustla, evel ar garantez direiz evit ann traou krouet. Mar tilesfac’h ar frealzidigez a zeu a berz ann dud, neuze ec’h hellfac’h prederia war draou ann env, neuze e ve aliez hoc’h ene karget a levenez.


EVIT HOR C’HELENN.


Ann ene kristen, pa vez distag dioc’h ar bed, ne c’hoanta evit ann amzer a-vreman kouls hag evit ann amzer da zont, ne c’hoanta netra ken nemet beza a-unan gant Jezuz-Krist, e-c’hiz ma’z eo skrivet e kanaouen santel ar garantez a ra d’hor c’halounou tridal gant levenez: Va muia karet a zo d’in, ha me a zo d’ezhan ; kousket eo e-mesk al lili, da c’hortoz ma savo ann deiz ha ma kuzo ann devalijen.

Siouaz, na petra glaskit-hu er-meaz ac’hanoc’h ? Distroit enn-hoc’h hoc’h-unan, ha poanit da lakaat hoc’h ene e stad vad, evit digemeret ho Pried a zo enn envou. Neuze e teuio hag e choumo gan-e-hoc’h, rak he zudi vrasa zo beza er galoun a c’halv anezhan. Neuze pell dioc’h trouz ar bed pell dioc’h ann traou krouet, neuze e viot hoc’h-unan gant Jezuz a gomz