Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
113
II LEVR. — II GENTEL.
ouz-hoc’h evel ma komz eur mignoun ouz he vignoun ; neuze e vezo ho kaloun karget a levenez oc’h her c’hlevet, ha ne falvezo mui d’e-hoc’h selaou tra nemet-han.
EIL GENTEL.
Red eo d’e-omp en em lakaat etre daouarn ann Aotrou Doue e pep tra.
1. — Ne zalc’hit nemeur a stad piou a zo enn tu gan-e-hoc’h pe a-enep d’e-hoc’h ; n’en em likit e poan gant netra nemet gant ma vezo Doue enn eunn tu gan-e-hoc’h e kement tra a rit. Ho pezet eur goustians vad, hag ann Aotrou Doue, ho tifenno ervad. Ann hini a fell da Zoue diwall, fallagriez e-bed ne hello noazout out-han.
Ma oufac’h tevel ha gouzanv, e wellfac’h hep mar ann Aotrou Doue o tont da rei skoaz d’e-hoc’h. Gouzout a ra e pe amzer hag e pe zoare e tle dont d’ho tiboania, rak-se e tleit en em lakaat etre he zaouarn. N’euz nemet Doue a hell hor