Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/129

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
117
II LEVR. — III KENTEL.

hoc’h-unan da vont war gresk er mad, hag ec’h hellot goude, gant gwir abek, kentraoui ar re all. Bez’ ec’h ouzoc’h ervad golei ho faziou hoc’h-unan ha kaout dezho eunn digarez-bennag, ha ne fell ket d’e-hoc’h e ve mad digarez ar re all. Lealoc’h e ve d’e-hoc’h en em damall hoc’h-unan, ha teurel ar beac’h diwar ho nesa.

Mar fell d e-hoc’h beza gouzanvet, deskit gouzanv ar re all. Gwelit pe geit emoc’h c’hoaz diouz ar re ho deuz ar gwir garantez, gwelit peger pell emoc’h c’hoaz diouz ar re a zo izel a galoun ; ar re-man ne ouzont ket petra eo kaout drouk oc’h den, nemet out ho ho-unan.

3. — Ne d-eo ket eunn dra ziez beva e-touez tud vad ha sioul ; eunn dra eo hag a blij atao d’ann holl ; rak pep-hini a gar beva e peoc’h, hag holl e karomp muioc’h ar re a zo a-unan gan-e-omp. Hogen, beva e peoc’h e-touez tud ginet, e-touez tud fall ha direiz hag e-touez ar re a zo a-enep d’e-omp, a zo eur c’hras vad, eunn dra da veza meulet hag a ziskouez ez omp kalounek.

4. — Bez’ ez euz tad hag a vev e

4*