Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/130

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
118
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

peoc’h gant-ho ho-unan, hag ivez gant ar re all. Hiniennou a zo ne hellont ket beva e peoc’h na lezel ar re all e peoc’h ; eur beac’h int d’ar re all, ha gwasoc’h beac’h d’ezho ho-unan. Bez’ ez euz ive tud hag a vir ar peoc’h enn-ho ho-unan, hag a labour da lakaat ar re all da veva e peoc’h.

Er vuez reuzeudik-man, ar gwir beoc’h a zo o c’houzanv a galoun hag hep klemm, kent eget o veva heb enebiez e-bed. Ann hini a oar gouzanv ar brasa poaniou, hen-nez en deuz ar brasa peoc’h ; treac’h eo d’ezhan he-unan hag ive d’ar bed, mignoun eo da Jezuz-Krist, bez’ en devezo rouantelez ann env.


EVIT HOR C’HELENN.


Euruz ar re a gar ar peoc’h, rak galvet a vezint bugale Doue. Na peger kaer eo ann hano-ze ! Na peger kaer eo ar gentel a zo enn-han ! Ar peoc’h a zo ar reiz dreist pep reiz ; ann drouk-rans avad, ann dizunvaniez hag ar brezel ne d-int dilammet war ann douar nemet dre ann direiz ha dre ar pec’hed. Dre-ze, n’euz peoc’h e-bed el leac’h m’ema ar pec’hed :