Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/133

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
121
II LEVR. — IV KENTEL.

lez ann Aotrou Doue. Ma ve ho kaloun mad ha glann, neuze e welfac’h skler pep tra, hag e prizfac’h anezho hervez ma’z int dirak Doue.

Eur galoun c’hlann a well enn env hag enn ifern. Dioc’h ma’z eo ann den enn he ziabarz he-unan, e varn ivez ann traou a-ziaveaz. Mar d-euz eul levenez-bennag er bed, ez eo avad evid ann den a zo glann he galoun. Mar d-euz ivez enkrez ha poan enn eunn tu-bennag, den n’her goar gwell eget ann hini a zo fall he goustians.

3. — E-c’hiz ma teu ann houarn da zivergla, e-c’hiz ma teu da veza ruz-glaou, pa vez lekeat enn tan, evel-se ann den, pa en em ro holl da Zoue, a zeu da deurel he ziegi diout-han ha da veza eunn den nevez.

Pa zeu ann den da ienaat e-kenver Doue, neuze en deuz aoun rak ann distera poan, hag e tro eaz war-zu frealzidigez ar bed. Enn enep, pa zeu d’en em drec’hi da vad he-unan ha da gerzet kalounek enn hent ann Aotrou Doue, neuze e kav eaz ar pez a gave diez diagent.